Diazezet e oa bet ar Fourneau e 1994 e Brest. Bez' ez eo unan eus ar 14 Kreizenn Vroadel  an Arzoù eus ar straedoù hag eus al Lec'hioù Foran e Frañs.

 

Teir c'hefridi en deus dreist-holl :

  • Sikour krouiñ arvestoù en takad foran, en ur zegemer bep bloaz un ugent kompagnunezh bennak en annez e Brest hag e lec'h all e Breizh : c'hoariva, dañs, sirk, sonerezh, arzoù da welet… krouidigezhioù liesdiskiblezh alies ;
  • Skignañ krouidigezhioù en tiriadoù, da-gaout an dud, dre genskrivañ abadennoù ha festivalioù asambles gant strollegezhioù tiriadel : gant ar Rias, ar Pique-Niques Kerhorres, ar Jeudis du port hag ar Printemps des Abers, ez eus ouzhpenn 120 arvest digoust kinniget bep bloaz ;
  • Ha kuzuliañ evel pol danvez a-fet an arzoù eus ar straedoù hag eus al lec'hioù foran er rannvro hag er vro.

 

War-lerc'h 30 vloaz er porzh, a-benn 2023, ar Fourneau a lakaio arc'hant en un aveadur nevez savet diouzh ar moull ha gouestlet penn-da-benn d'an arzoù eus ar straedoù hag eus al lec'hioù foran, e-barzh an Ateliers des Capucins.

Danzeet eo bet ar "Fourneau 3"* gant an atalier arkitektourien Joulin-Chochon, asambles gant Guillaume Appriou. Bez' e vo ul lec'h buhez ha labour evit an arzourien a grou evit an takadoù foran hag e-barzh enno, gant, da skouer, un hall labour bras a 600 m², ur studio krouiñ gouestlet da labour ar c'horf, ha plas a-walc'h evit reiñ bod da 12 den. Klokaet e vo an aveadur gant burevioù skipailh micherel ar Fourneau hag ul lec'h kevannezus,  ennañ ar c'hantin "La Gueule d'or". Mestr al labourioù e vo kêr Vrest evit ar chanter-se a zlefe komañs e 2021 hag a bado 2 vloaz. En holl e sav budjed ar raktres da 9,3 milion a euroioù PTM, gant 6,3 milion evit al labourioù. 

Bez' e vo ar Fourneau lec'h kement tra a c'haller ober, un arnodva eus ar gevredigezh e servij an arnodiñ arzel en takadoù foran, un utopiezh varzhoniel lodet etre an dud.

 

* Da gomañs e oa bet ar Fourneau en ul lec'h kentañ, un hangar glaou kozh er porzh-kenwerzh, eus 1994 da 1997, a-raok en em staliañ en hangar glas a vremañ. Setu ma vo ar Fourneau er c'h-Capucins 3e lec'h ar CNAREP, alese an anv « Fourneau 3 ».

On réveille et on s'émerveille

Titouroù mat da c'houzout

Penaos eo ?

Le Fourneau 1
Le Fourneau 2
Le Fourneau 3
Le Fourneau 4
Le Fourneau 5
Le Fourneau 6
Le Fourneau 7
Le Fourneau 8
Le Fourneau 9