Le Village by CA Finistère a sikour an neveziñ e kement stumm zo tout

 

El lec'h-mañ e fell d'an den lakaat obererien lec'hel an tiriad da labourat asambles : kenlabourerien, startupoù, EBE, strolladoù bras, studierien, enklaskerien… Neveziñ a reont, ha krouiñ asambles mennadoù aferioù nevez war 4 zachenn gwellentez : ar mor, ar sibersurentez, ar yec'hed / ar c'hozhañ mat, al labour-douar / industriezh ar boued.

 

Danzeet eo bet Le Village by CA Finistère evit buanaat ar raktresoù nevezus, broudañ ar grouusted, teurel sklêrijenn war ar pezh a zo bet sevenet ha lakaat an dud e tro da grouiñ aferioù nevez. Bez' ez eo ur gwir gatalizer neveziñ ha treuzfurmiñ e servij an tiriad.

 

Deuit davedomp war Linkedln Le Village by CA Finistère !

Le Village by CA Finistère
Kenlabourat ha buanaat a reer

Titouroù mat da c'houzout

Mont di

Emañ Le Village by CA Finistère en estaj eus an Ateliers des Capucins, e tu an teleferik, er Passage des Arpètes.

Eurioù digeriñ

lun: 09:00-18:30
meurzh: 09:00-18:30
merc'her: 09:00-18:30
yaou: 09:00-18:30
gwener: 09:00-18:30
sadorn: Serr
sul: Serr

Penaos eo ?

Village by CA - Extérieur
Le Village by CA 1
Le Village by CA 2
Le Village by CA 2
Le Village by CA 4